Vous êtes dans : Quêteur de mémoire > Archives / Dielloù > Articles du Télégramme / Pennadoù an Telegram > 28/01/2010 : Skol Jacquard Brest, dizoleiñ micher al labourer-douar
« Pe oad oc’h ? » « Pet buoc’h o peus ? » « Petra vez graet gant al laezh ? » « Un tele ho peus ?» E-pad un eurvez o deus bet tro ar 16 skoliad (CE2 / CM1 / CM2) deus Skol Jacquard Brest, da gaozeal gant Alfoñs Raguennes, labourer-douar e Plouarzel.
E fin ar c’haoz eo erruet skuizh ar vugale, dre forzh sevel ar brec’hioù dehoù. War a seblant, desket o deus ur bern traoù. « Savet o deus goulennoù reizh war ar parkeier, souezhet on bet pa kleven anezho o komz ken mat », eme Alfoñs. Hag e respontas ar mestr, Erwan Sparfel a respont dezhañ : « Prientet hor boa ar goulennoù en a-raok ha deskiñ a reont brezhoneg abaoe ma’z int bihan tout ! »
Memestra an daou zen zo bet laouenn o welet ar vugale ken dedennet gant ar buhez war ar maez. Gant sikour Ti-kêr Brest ez aio ar c’hlas betek ti-feurm Alfoñs. Ha gant arc’hant ar C’huzul Departamant e rint ur filmig, asambles gant Kristian Ar Braz. Tro zo da welet al lodenn gentañ war al lec’hienn www.kaouenn.net dija ha fotoioù a zo bet lakaet ivez war al lec’hienn www.queteurs.cg29.fr ivez.
E galleg
A l’école Jacquard de Brest, 16 élèves ont eu la chance de rencontrer Alphonse Raguennes, agriculteur à Plouarzel. Prochainement, ils se rendront à la ferme. Leurs aventures sont à suivre sur www.kaouenn.net (film) et sur www.queteurs.cg29.fr.